Communiqué de presse
- Partagez 'Brezhoneg : kenderc’hel a ra France 3 Breizh gant e emgouestl' sur Facebook
- Partagez 'Brezhoneg : kenderc’hel a ra France 3 Breizh gant e emgouestl' sur X
- Partagez 'Brezhoneg : kenderc’hel a ra France 3 Breizh gant e emgouestl' sur LinkedIn
- Partagez 'Brezhoneg : kenderc’hel a ra France 3 Breizh gant e emgouestl' par email
Dibaoe penn-kentañ ar c’henfinañ eo kemmet a galz programmoù France 3 Breizh evel reoù holl chadennoù ar servij publik. Ar redioù surentez yec’hedel a zo bet lakaet da dalvezout dreist da bep tra. Cheñchamantoù bras a zo diwanet diwar-se.
Divizet e oa bet gant renerezh France Télévisions, adalek ar 16 a viz Meurzh tremenet, ledanaat ar pellabour d’an embregerezh a-bezh evit gwareziñ yec’hed ar gopridi hag evit ma vefe an nebeutañ posubl a dud o labourat war e lec’hioù. Kement-mañ a zo bet graet evit digreskiñ ar riskl bezañ kontammet gant ar c’hCovid-19.
Evit kas da benn e gefridi servij publik en enkadenn-mañ eo bet divizet gant chadennoù skinwel rannvroel France 3 kelaouiñ da gentañ, dre ar c’heleier boas pe dre ar genrouedad.
A-benn gwareziñ yec’hed an implidi en deus divizet France 3 Breizh labourat a gevred gant France 3 Pays de la Loire ha France 3 Centre-Val de Loire. Ehanet eo bet gant skignañ holl abadennoù France 3 Bretagne, ar programmoù e brezhoneg en o zouez.
N’hon eus morse paouezet hon engouestl e-keñver ar brezhoneg. Buan hon eus azasaet hor mont-en-dro evit talañ ouzh ar mare diaes-mañ oc’h implijout ar genrouedad e-lec’h ma gresk ar c’hinnig e brezhoneg bep bloaz. Adalek penn-kentañ ar bac’hadur hon eus aozet danvez puilh ha liesseurt evit ambrougañ ar vugale skoliataet en hentennoù divyezhek ha dre soubidigezh. Holl abadennoù Na petra ‘ta, diazezet war programm kelc’hiad 2 ha 3 an deskadurezh stad, a zo bet adembannet ha lakaet war-wel reoliek war hor rouedadoù sokial. Graet eo bet al labour-mañ e liamm gant an deskadurezh e brezhoneg.
Evit ar re yaouank hon eus ivez kinniget filmoù bevaat evel Ar pevarad kerniel, Dimitri pe a nevez zo Ar Groufalo, Mab ar Groufalo pe c’hoazh Ar valeadenn war valaenn.
Hep disoñjal Bali Breizh, 300 abadenn enlinenn, teulfilmoù e brezhoneg hag an heuliad faltazi Fin ar Bed. Ouzhpenn 2600 eurvezh brezhoneg'zo bet sellet dre holl abaoe kreiz miz Meurzh.
Gant ar c’hoant sikour sevenadur Breizh hag ar gouelioù-meur (gwallgaset er mare-mañ ivez), hon eus kinniget ivez nozvezhioù sonerezh oc’h adskignañ abadennoù-meur evel ar Cyber fest-noz (100 000 seller) 4 peder nozvezh asambles gant Gouel etrekeltiek an Oriant, bep gwener e-pad miz Ebrel, gant 88 000 seller evit poent. Kinnigoù disheñvel d’ar skinwel « linennel » boas a gendalc’himp d’ober gant skipailh an abadennoù brezhonek a labour bemdez evit kinnig ar gwellañ abadennoù a c’heller d’hor sellerien war ar skinwel hag ar genrouedad.
Kerkent ha ma vo tu e vo skignet en-dro abadennoù ha keleier brezhonek asambles gant holl programmoù France 3 Breizh.
Kenderc’hel a reomp da ziorren ar c’hleweled gant raktresoù uhelek evel ar film faltazi Noz hag eil koulzad Fin ar Bed, dek rann dek munutenn hag a vo skignet en diskar-amzer ma c’hellomp.
Mont a ra war-raok al labour kaset da benn evit sikour ar re a zesk hor yezh hag ar vugale dreist-holl a-dreuz ar c’henlabour gant Ti embann ar Skolioù (TES-Canopé) war an abadenn Na petra ‘ta.
Kenderc’hel a rimp da vont davet ar vrezhonegerien gant stumm nevez an abadenn Bali Breizh. Eizh abadenn a zo o vezañ produet.
Pelloc’h ez imp c’hoazh gant ar c’henlabour frouezhus gant chadennoù skinwel ar broioù keltiek evit krouiñ danvez nevez evit difenn hor yezh ar re ra ganti.
Diwallit ouzhoc’h, chomit er gêr