Pennadoù-stur · Editos
E Trebeurden, war aod ar Vein Ruz, e chom ar Prizioù a-sav ar wech-mañ.
Ur vro troet war-zu ar mor ha gwriziennet don e sevenadur ha yezh Breizh eo hag a zegemer lid nevez Prizioù dazont ar brezhoneg. Rak bev-buhezek eo ar brezhoneg. Komzet ha treuzkaset e vez, nevesaet e vez bemdez abalamour da engouestl obererien niverus : kevredigezhioù, skolioù, arzourien, mediaoù, embregerezhioù… E pep lec’h e Breizh e tres an taolioù intrudu-mañ bevennoù ur yezh o fiñval, troet da vat war-zu an dazont. Bez’ ez eus eus ar Prizioù evit enoriñ anezho, evit lakaat war-wel o c’hrouidigezh, o energiezh hag o engouestl. Er bloaz adarre e c’hallot sellet ouzh al lid war-eeun war hor savennoù niverel. Gant-se e c’hallo ar muiañ ar gwellañ a dud kemer perzh en abadenn-mañ.
Nozvezh plijus deoc’h-holl !
Les Prizioù font étape à Trébeurden, sur la côte de Granit rose.
Un territoire tourné vers la mer, mais aussi profondément ancré dans la culture et la langue bretonnes, accueille cette nouvelle édition des Prix de l’avenir de la langue bretonne. Car le breton est bien vivant. Il se parle, se transmet, se réinvente chaque jour grâce à l’engagement d’acteurs multiples : associations, établissements scolaires, artistes, médias, entreprises… Partout en Bretagne, ces initiatives dessinent les contours d’une langue en mouvement, résolument tournée vers l’avenir. Les Prizioù sont là pour les mettre à l’honneur, pour saluer leur créativité, leur énergie et leur engagement. Cette année encore, la cérémonie est à suivre en direct sur nos plateformes numériques, pour permettre au plus grand nombre de partager ce moment de célébration.
Très belle soirée à toutes et à tous !
Mael Gwenneg
Karget eus abadennoù brezhonek France 3 Breizh
Responsable des émissions en langue bretonne de France 3 Bretagne
Deomp war-zu arvor Bro-Dreger evit lid Prizioù an dazont er bloaz-mañ ! E Trebeurden e welimp er bloaz-mañ adarre ar pep gwellañ hag ar pep nevesañ eus ar pezh a vez graet evit dazont ar brezhoneg.
Avel fresk ha startijenn da gaout evit an holl a zo tomm o c'halon d'hor yezh, lid ar Prizioù zo un darvoud plijus hag entanus, ur gwir blijadur e vez bep bloaz !
Cette année, direction la côte du Trégor pour la remise des Prix de l'avenir du breton ! À Trebeurden, nous découvrirons une nouvelle fois les initiatives les plus prometteuses et novatrices pour l'avenir de la langue bretonne.
Un bol d'air frais et une énergie vivifiante attendent toutes celles et tous ceux qui aiment notre langue. La cérémonie des Prizioù est un événement convivial et stimulant, chaque année c'est un vrai plaisir d'y assister !
Paul Molac
Prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg
Président de l’Office Public de la Langue Bretonne