
Teuliad kelaouiñ an 12 a viz Meurzh 2025 · Dossier de presse
Nozvezh kinniget gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves
Soirée présentée par Goulwena an Henaff et Yann-Herle Gourves
Sevenet gant · Réalisation : Avel Corre
Jubennerien · Interprètes : Sten Charbonneau & Riwanon Kallag
Produet gant · Production : France 3 Breizh a-gevret gant Rannvro Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg · France 3 Bretagne en partenariat avec la Région Bretagne et l’Office Public de la Langue Bretonne.
Didier Echelard

An nozvezh · La soirée
D'ar Meurzh 18 a viz Meurzh 2025 da 7e30
er Greizenn sevenadurel Armorica e Plougerne.
Mardi 18 mars 2025 à 19h30
à l'Espace culturel Armorica à Plouguerneau.
Didier Echelard

Sonadeg · Le concert : EMEZI

© Charlaine Croguennec
EMEZI zo un daouad leun a startijenn a vesk sonlivioù pop hag Rnb gant ampartiz. Perak int dibar ? Kanañ a reont sonennoù brezhonek hag ober a reont gant ur stil modern da vat war un dro. Awenet e vezont gant ikonennoù evel Beyoncé ha Dua Lipa, lakaat a reont birvilh war al leurenn gant sonvilioù mouezh nerzhus hag ur groove n’eus ket a harz dezhañ hag a laka an dud d’ober un dro-zañs leun a dan ! Eilet e vezont gant an daouad elektro "ROz x Swann" hag e-se e vez strobinellet muioc’h c’hoazh an nen gant o arvest, ma vez klevet mouezhioù kreñv ha testurioù elektronek nevezus mesk-ha-mesk.
EMEZI est un duo dynamique qui mêle habilement les sonorités pop et RnB. Leur particularité ? Elles interprètent des chansons en breton, tout en adoptant un style résolument moderne. Inspirées par des icônes telles que Beyoncé et Dua Lipa, elles électrisent la scène avec des harmonies vocales percutantes et un groove irrésistible qui entraîne le public dans une danse enflammée ! Accompagnées par le duo électro "ROz x Swann", leur performance prend une dimension encore plus envoûtante, alliant puissance vocale et textures électroniques innovantes.
Trugarez da · Remerciements
Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves zo gwisket gant Tristan Tréhin ha Pascal Jaouen, broder-stilour ikonoklast ha bourdus. Ar c’hrouer a laka ar broderezh hengounel da glotañ gant hor mare gant krouidigezhioù modern ha sebezus hag a vez gwelet gant estlamm bepred.
E Breizh eo ganet Tristan Tréhin e Breizh hag abred-kenañ e oa bet itik da lenn pe da selaou mojennoù hag istorioù eus e vro c’henidik. Diplomet eus ur skol sinema bevaat hag entanet gant ar « stop-motion », dedennet eo gant teknikoù a bep seurt, evel an engraverezh, al liverezh, ar c’hizellerezh ha kement zo…
Pep tra zo mat evit reiñ lañs d’e raktresoù. Tamm-ha-tamm eo deuet ar c’harton en e raktresoù personel. An doare ma tap ar gouloù, e livioù hag e desturioù o deus roet c’hoant dezhañ da labourat gant an doare naturelañ ar gwellañ.
Katy Sannier

Goulwena an Henaff et Yann-Herle Gourves sont habillés par Tristan Tréhin et Pascal Jaouen, brodeur-styliste iconoclaste et facétieux. Le créateur inscrit la broderie traditionnelle dans notre époque avec des créations d’une modernité saisissanteque l'on découvre toujours avec émerveillement.
Tristan Tréhin est né en Bretagne et sa région natale a très tôt attisé sa soif de légendes et d’histoires. Diplômé d’une école de cinéma d’animation et passionné par la « stop-motion », il s’intéresse à tous types de techniques, comme la gravure, la peinture, la sculpture etc...
Tous les moyens sont bons pour donner vie à ses projets. Petit à petit, le carton s’est imposé dans ses projets personnels. La façon dont il prend la lumière, ses teintes et ses textures lui ont donné l’envie de le travailler de la manière la plus brute possible.
© DR
